Keleier 

Youenn Gwernig


PLOUVIAN- Sal Ar Forge
D'an 12 a viz Genver 2020 - 3e goude-merenn
Evit mirout : klikit amañ


PLOUZENIEL- Sal Broceliande
D'an 09 a viz C'hwevrer 2020 - 3e goude-merenn


KARAEZ- Sal Glenmor
D'an 11 a viz Meurzh 2020 - 8e30 diouzh noz


An Oriant- Plateau des Quatre Vents
D'ar 15 a viz Meurzh 2020 - 3e goude-merenn


Ur pezh-c'hoari nevez diwar-benn buhez hag oberennoù Youenn Gwernig, gant kanaouennoù, sonerezh, video, ....

C’hoariva er skolioù

C’hoariva er skolioù


Ar Vro Bagan a ra e-barzh ar skolioù da ober c’hoariva gant ar vugale, e brezhoneg hag e galleg, eus ar skol vamm betek al lise.C’hoarierien Ar Vro Bagan a zo stummet da ober al labour-se.

lire plus
Kof ha kof

Kof ha kof


LOPEC’HED
Sal an Trimaran

20 a viz Here 2019 da 3e


Kontañ ra Kof ha kof istor un ostaleri vihan eus an Arvor o tont da vezañ sal-zañs ha boest-noz, diwezhatoc’h

lire plus

Petra eo Ar Vro Bagan?

Strollad Ar Vro Bagan zo ur strollad c’hoariva e brezhoneg, gant pezhioù-c’hoari divyezhek (galleg-brezhoneg). Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo, gant tud a vicher o labourat eno. Alies e labouront ivez gant labourerien kog-diskrog evit pezhioù-c’hoari. Daou c’hant ezel a gemer perzh er gevredigezh, tud a vicher kerkoulz a tud a youl vat tro-dro d’ar c’hoariva ha sevenadur Breizh.

Evit pep seurt tud e vez krouet pezhioù c’hoari gant Ar Vro Bagan, ar vugale koulz hag ar re gozh. C’hoariet e vez gant Ar Vro Bagan e pep lec’h e Breizh, war ar maezh koulz hag er c’hêrioù, er skolioù, salioù, tiez ar retreidi hag ivez er maez en hañv evit ar pezhioù c’hoari tan ha kurun war vord ar mor pe evit festivalioù. E Breizh a-bezh e vez c’hoariet gant Ar Vro Bagan, dreist-holl e-lec’h a vez komzet brezhoneg, met ivez en diavaezh eus Breizh gant ar pezhioù-c’hoari evit ar vugale.